Iliz Kozh 'ba Plougerne: mont da weladenniñ un iliz zo aet diwar wel!
War an echu emañ miz ar Brezhoneg ! Un nebeud abadennoù a c’haller kemer perzh enno. Disul ‘ba Plougerne e c’hallo an nen mont da weladenniñ an Iliz Kozh… pe dismantroù iliz bet anvet iliz Tremenac’h gwec’hall gozh. Helene Cariou eo ‘ni a hento ar weladennerien etre 2e ha 6e goude merenn… Displeget ‘neus da Erwan Blanchard ar pezh a c’heller gwelout eus an iliz an deiz a hudu…